Moktezuma II

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Moktezuma, anvet ivez Motecuhzoma Xocoyotzin (bet ganet war-dro 1466 – tremenet e 1520), a oa ur rener aztek ("huey tlatoani" Tenochtitlan), e penn ar gevredadenn aztek tridoubl eus war-dro 1502 – betek 1520. Anavezet eo bremañ evel rener an impalaeriezh aztek e deroù aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled.

Levezonet eo bet ar soñj hon eus dalc'het eus Moktezuma en istor gant e berzh evel rener ur vroad faezhet, ha kalz mamennoù a zeskriv anezhañ evel un den dizintrudu hag hep youl. Abalamour da rakvarnioù an dud o deus savet ar mammennoù istorel ez eo diaez gouzout hag eñ en doa kemeret divizoù mat e-pad an aloubadeg. Nevez zo, istorourien zo o deus skrivet e tiskoueze raktresoù niverus Moktezuma, war dachenn an disavouriezh, ar skiantoù, an armoù hag ar relijion, e oa ur rener kreñv hag oberiant.Patrom:Fact


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search